Michael Connelly
From Wikipedia, the free encyclopedia
Michael Connelly, bet ganet e 1957 a zo unan eus ar saverien romantoù-polis priziet-tre er bloavezhioù 1990 ha 2000.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Michael Connelly |
Anv-bihan | Michael |
Anv-familh | Connelly |
Deiziad ganedigezh | 21 Gou 1956 |
Lec'h ganedigezh | Philadelphia |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg, saozneg SUA |
Tachenn labour | literary activity, detective literature, kazetennerezh |
Implijer | Los Angeles Times |
Bet war ar studi e | University of Florida |
Lec'h labour | Florida |
Deroù ar prantad labour | 1992 |
Oberenn heverk | The Black Echo, Blood Work, The Poet |
Tachenn | romant polis |
Lec'hienn ofisiel | http://www.michaelconnelly.com/ |
Ur c'helaouenner donezonet eo bet en e gêr Los Angeles hag bet eo bet tost da resev ar Priz Pulitzer e 1987. Diwar e skiant-prenet dastumet o sevel danevelloù torfedoù diwar darempredoù gant ar polis e embann e 1992 ur romant-polis, The black echo. Ennañ hag e darn-vuiañ eus al levrioù all e weler ar c'habiten polis, Hieronymus Bosch, pe "Harry" Bosch, o labourat e kevrenn an denlazhioù al Los Angeles Police Department. Seveniñ a ra enklaskoù polis war tolpad-kêrioù Los Angeles a-bezh, met peurvuiañ e vez staget ouzh komiserdi Hollywood.
Unan eus e romantoù a zo bet lakaet da ziazez ur film, Bloodwork (2002) sevenet ha c'hoariet gant Clint Eastwood, a zo ur poliser, Terry McCaleb, bet er FBI.