From Wikipedia, the free encyclopedia
Metapedia zo un holloueziadur en-linenn eus an tu dehoù pellañ hag a embann soñjoù broadelour gwenn, dreistbeliour gwenn, enepyuzev, a nac'h ar Shoah, ha neveznazi.
Al lec'hienn a embann bezañ dedennet gant sevenadur Europa, ar skiantoù, ar brederouriezh hag ar politikerezh.
D'ar 26 a viz Here 2006 e ve lañset Metapedia e svedeg gant Anders Lagerström, un embanner neveznazi feuls eus Linköping[1] ; d'an 28 a viz Ebrel 2007 e voe an doare saoznek. An doare hungarek eo an hini fonnusañ, gant 144 189 pennad d'ar 27 a viz Gwengolo 2013.
Savet tost-tre da hini Wikipedia eo tres Metapedia, a glask plantañ douetañs e speredoù an dud[2].
Kaoz a vez eus brudidigezh (doare Buhez ar Sent) da geñver pennoù bras an Trede Reich da skouer[3]. Mard eo ar pal plantañ douetañs ez eo c'hwitet an taol a-benn ar fin, dre ma vez re anat o tro-spered ar skriverien.
Logo ar Metapedia zo awenet gant un delwenn anvet Jugend gant Arno Breker, kizeller ofisiel an Trede Reich. Penn un Arian eo.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.