From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur merk lateral, da lavaret eo kostez, zo ur merk mor a servij d’ar voraerien da c’houzout pelec’h emañ kostezioù ur ganol-vor.
Pep merk a ziskouez ledander an hent-mor dre e vevenniñ war bep tu. War ar reizhiad babourzh/stribourzh, da lavaret eo tu kleiz/tu dehoù eo diazezet tu ar merkoù.
A-benn d’ar red eo graet ar balizadur : en ur stêr ez a neuze eus ar mor etrezek ar vammenn, hag eus ar mor etrezek antre ar porzh.
Ret eo neuze d'ul lestr a ya eus ar mor etrezek ur porzh uheloc’h er stêr lezel ar merkoù stribourzh war e du dehoù hag ar merkoù babourzh war e du kleiz, hag ar c’hontrol pa ziskenn gant ar stêr evit mont etrezek ar mor bras.
Livet eo ar merkoù-se : lod zo gwer ha lod zo ruz.
Div reizhiad zo er bed :
Ar reizhiad A :
(Babourzh) (kleiz) (Ruz) _____________________________________ (Stribourzh) (dehoù) (Gwer)
Ar c'hontrol eo er reizhiad B.
En div reizhiad :
Evit ar re na zigemmont ket mat al livioù ruz ha gwer eo bet graet ar stummoù disheñvel-se .
A-wechoù e c'hall bezañ div ganol, an hini bennañ (alies an hini aesañ pe an hini zonañ, implijet gant al listri brasañ), hag un eil kanol (evit al listri bihanoc'h, bigi plijadur da skouer). En degouezh-se ez eus merkoù disheñvel un tamm (ruz ha gwer).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.