Menez C'homm
menez e Penn-ar-Bed / From Wikipedia, the free encyclopedia
Menez C'homm a zo un dorgenn, 330 m hec'h uhelded, hag a zo e kornaoueg Breizh. Penn pellañ ar Menez Du eo.
Rannet eo etre kumunioù Dineol, Ploudiern ha Sant-Vig dreist-holl.
Teir uhelenn a zo gant ar menez:
- ar Yed a vez graet eus an hini uhelañ (330 m),
- ar Yelc'h eus an eil (298 m)
- ar Minig (248 m).