Mec'hikaed
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Vec'hikaed (e nahouatleg : Mēxihcah, /meːˈʃiʔkaʔ/[1], pe Mēxihcatl en unander, pe Mexica, a oa ur bobl nahouatlek henvroat eus traoñienn Mec'hiko a oa e penn an Impalaeriezh Aztek. Diazezañ a reas ar Vec'hikaed keoded Mec'hiko-Tenochtitlan, war un enezenn eus Lenn Texcoco, e 1325. Ur strollad all en em zispartias a-raok sevel keoded Mexico-Tlatelolco gant ul lignez rieien disheñvel. E 1521 e oant aloubet gant ur c'hevredad Konkistadored spagnol ha pobloù henvroat, en o mesk an Dlaxcalteked, renet gant Cortés.