From Wikipedia, the free encyclopedia
Maria de Guimarães, pe Maria Portugal (1538-1577), Dugez Parma ha Piacenza, a oa merc'h da Duarte Portugal, 4vet Dug Guimarães ha da Isabel de Bragança, ha merc'h-vihan d'ar roue Manuel Iañ Portugal.
Dimezet e voe da Alessandro Farnese (1545-1592), danvez Dug Parma ha Piacenza, gouarnour an Izelvroioù. Kement-se a oa lodek e politikerezh roue Spagn, Felipe II, hag Ottavio Farnese, dug Parma. En Brusel e voe an eured d'an 11 a viz Du 1565, e lez ar roue Felipe II. Ken kaer e oa ar festoù ma hañvalas an dispignoù bezañ re goustus.
E 1566 ez eas Maria hag Alessandro da chom da Parma. Bloaz goude e c'hanas Maria he bugel kentañ.
Maria a oa deol ken e oa, ha sot-nay gant he fried. Hennezh avat ac'h ae da redek an douilhez gwashañ ma c'halle: e-keit ma veze-eñ oc'h ober al lez da vaouezed pinvidik ez ae-hi d'ober an aluzen d'ar re baour.
Mervel a reas en 1577, da 39 bloaz. Beziet e voe en iliz Santa Maria della Steccata e Parma.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.