From Wikipedia, the free encyclopedia
Maria Christina Aostria, pe Maria Christina Johanna Josepha Antonia (1742–1798) a oa Arc'hdugez Aostria, Dugez Saks-Teschen, gouarnerez an Izelvroioù.
Merc'h e oa da Franz Iañ ha d'an impalaerez Maria Theresia (1717–1780), Impalaerez santel.
Marie-Christine, lesanvet Mimi en he ziegezh, a oa ganet evel he mamm d'an 13 a viz Mae 1742. He breur pennhêr, Joseph II, a oa ganet bloaz a-raok, en Meurzh 1741, ha hi an hini e oa bugel moumoun e vamm. Gant se e vage he breudeur ha c'hoarezed un tamm brav a warizi outi.
E lez Vienna e taremprede he c'hoar-gaer Maria Isabella di Borbone-Parma. Krediñ a reer e voe un darempred lesbian romantel etre an div vaouez yaouank. Ken alies e vezent a-gevret ma oant bet lesanvet Orfeüs hag Euridike : troet e oant gant ar sonerezh o-div met karantez wirion a oa etreze ivez. Bemdez e skrivent lizheroù hir an eil d'eben ma tisplegent o santadoù. En he lizheroù e tiskulie Maria Christina he natur sichant, Isabella avat ne oa ket douget d'al levenez, ha sorc'hennet e oa gant ar marv. N'eo ket sur avat e oant heñvelreviadezed evit kelo-se : diouzh ar c'hiz e oa disklêriañ santadoù tomm-berv neuze, evel entre Julie ha Claire en Nouvelle Héloïse. Lesbianoc'h e oa an darempred etre dugez Devonshire ha Lady Elizabeth Foster. N'eus bet miret nemet lizheroù Isabella, re Maria Christina zo bet distrujet goude he marv.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.