Marc'harid Bourgogn (1393-1441)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Marc'harid Bourgogn (1393-1441) a oa merc'h da Yann Dizaon, dug Bourgogn ha da Marc'harid Bavaria (1363-1423). He mamm a oa merc'h da Albert Iañ, Dug Bavaria ha da Margaret von Brieg.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Disambiguation.svg/20px-Disambiguation.svg.png)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/5/51/Marguerite_de_Bourgogne_%281393-1441%29.jpg)
Da zaou vloaz e voe prometet d'an Daofin Charlez (1392–1401), mab da Charlez VI, Roue Bro-C'hall, met mervel a reas ar priñs e 1401, da nav bloaz. Se zo kaoz e voe dimezet e 1412 d'e vreur yaouankoc'h, ha Daofin Bro-C'hall ivez, Loeiz.