Maout (loen)
loen / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur bronneg daskirier doñv eus ar c'herentiad Bovidae, anv spesad Ovis aries eo ar maout (liester : meot). Par an dañvadez eo met gant disheñvelsterioù bras p'eo kromm ha hir e gerniel ha brasoc'h e gorf. Un temz-spered kreñvoc'h a zo gantañ pa klask dispennañ e enebourien pe ar re a seblant bezañ. "Tourtañ" a ra ar meot all en ur redeg gant e gerniel prest da stokañ outo.
Gant ar ger Maout e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Maout (disheñvelout).
Pa vez kaoz eus ar meot hag an dañvadezed asamblez e vez implijet ar ger hollel dañvad. Evit deskrivadur ar par hag he farez, sell outañ.
Un diforc'h a vez graet etre ar meot : pa 'z int deuet en oad gouennañ, hourzed int ha pa vezont implijet evit ar gouennañ, tourzed int.