From Wikipedia, the free encyclopedia
Ger-ha-ger e talvez mangaka (漫画家 e sinaeg mànhuàjiā) : frank-tresadenn-a-vicher da lavaret eo un tresour a-vicher arbennikaet war an tresadennoù frank. Dre vras ez int tresourien mangaoù, ar bannoù-treset eus Japan.
Iskevrennad eus | aozer bannoù-treset |
---|---|
Tachenn obererezhioù | Manga (bannoù-treset) |
Anv er yezh a orin | 漫画家 |
Stad | Japan |
Tachenn vicherel | Manga (bannoù-treset) |
Stumm gourel an dikedenn | mangaká, مانغاكا, mangaka, mangaka, manga kūrėjas |
Alies e c'houlenner ganto tresañ forzh pegement met ma ra berzh o mangaioù e c'hellont bezañ pinvidik-mor (uheloc'h e vez ar gwirioù-oberour eno eget en Europa). Brudet-tre e c'hellont bezañ ivez ma vez graet ur rumm skinwel diwar o manga.
Labourerien frank e vezont ha skoazellerien a vez ganto evit disammañ anezho eus al labour randonus. O red-micher a grog ganti da vat pa vezont skoazellet gant ur mangaka all just a-walc'h.
Diouzh urzh ar C'hornôg eo renket an anvioù roman padal eo renket an anvioù kanji diouzh an urzh japanat. Anvioù-pluenn eo ul lodenn vat anezho.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.