Malo Adeux zo ur skrivagner ha soner breizhat, bet ganet e 1990.
Muioc'h a ditouroù Anv, Ganet ...
Malo Adeux |
Malo Adeux (a-zehou, ouzh ar mikrofon) gant e strollad Prim |
Anv
|
Malo Adeux
|
Ganet
|
1990 Naoned (Breizh)
|
Broadelezh
|
Breizhad
|
Micher
|
Skrivagner, Gitarour, Kaner
|
Brudet evit
|
Nidiad
|
kemmañ |
Serriñ
Krouet en deus ar gelaouenn Nidiad gant Gwendal Piégais ha Hoel Mahe e 2010. Skrivañ a ra barzhonegoù ha testennoù a gomz-plaen enni. Ul lod eus e bennadoù zo a-zivout ar vurutellat lennegel, ivez.
Mab eo da Weltaz Adeux eus strollad EV. Skrivañ a ra kanaouennoù e brezhoneg a gan e-unan pe er strollad Prim pe e hini Load. Kemeret en deus perzh e albom e dad anvet Eyjafjallajökull e 2017. E 2018 en deus embannet ur bladenn eponim gant titloù bet skrivet gantañ e-unan evel Dindan da groc'hen pe Plaver².
Barzhonegoù
- Al laer komzoù, niverenn 09 Nidiad, Genver 2011 ;
- An dirolladeg dall, niverenn 10 Nidiad, Ebrel 2012 ;
- Ar gweladenner, niverenn 08 Nidiad, Here 2011 ;
- Bal an notennoù, Nidiad 18, Ebrel 2014 ;
- Kan, kan din..., niverenn 12 Nidiad, Here 2012 ;
- lAOueN, niverenn 02 Nidiad, Ebrel 2010 ;
- Lenn ar ster, niverenn 11 Nidiad, Gouere 2012 ;
- Mont kuit, niverenn 14 Nidiad, Ebrel 2013 ;
- Ned omp netra, niverenn 16 Nidiad, Here 2013 ;
- Ne ouzout ket, niverenn 06 Nidiad, Ebrel 2011 ;
- Rozenn, niverenn 01 Nidiad, Genver 2010 ;
- Ster, niverenn 04 Nidiad, Here 2010 ;
- Tommder da gorf, niverenn 03 Nidiad, Gouere 2010 ;
- Va nozvezhioù, niverenn 07 Nidiad, Gouere 2011 ;
Danevelloù
- An tiez na zalc'hent ket, niverenn 13 Nidiad, Genver 2013 ;
- Jessica, niverenn 03 Nidiad, Gouere 2010 ;
- Muzelloù Leïla, niverenn 11 Nidiad, Gouere 2012 ;
- Skrivañ, niverenn 02 Nidiad, Ebrel 2010 ;
- Ur wech diwezhañ, niverenn 01 Nidiad, Genver 2010 ;
- War-du an heol, niverenn 09 Nidiad, Genver 2011 ;
- ...
Spered Plaen
- André Breton, Paul Valéry hag ar varkizez, Nidiad 17, Genver 2014 ;
- Ar Sammed, Nidiad 18, Ebrel 2014 ;
- Danevellañ ha dezrevellañ : skouer Havelok an Danad, Nidiad 16, Here 2013 ;
- Donaat ar skrid, niverenn 12 Nidiad, Here 2012 ;
- Dre al lusk, al lavar hag ar gerzenn, niverenn 03 Nidiad, Gouere 2010 ;
- Ergerzhout ar milendall - Amzer hag istor en oberennoù Alain Robbe-Grillet, niverenn 08 Nidiad, Here 2011 ;
- Eus ur romant d'un all : hent an nac'h, niverenn 06 Nidiad, Ebrel 2011 ;
- Hemingway hag an destenn gollet, niverenn 15 Nidiad, Here 2013 ;
- Herzel ouzh ar vertuz : dae dic'hallus Sade, niverenn 10 Nidiad, Ebrel 2012 ;
- Kartennañ an Ifern, niverenn 11 Nidiad, Gouere 2012 ;
- Krizder ha krizded el lennegezh : Sade, Dantec hag an nazied, niverenn 14 Nidiad, Ebrel 2013
- ...
Troidigezhioù
- Aer Gouyen gant Howard Phillips Lovecraft, diwar ar saozneg, niverenn 05 Nidiad, Genver 2011 ;
- Aet on diwar ar bed gant Friedrich Rückert, diwar an alamaneg, niverenn 15 Nidiad, Here 2013 (gant Sören Hand) ;
- Al lenn gant Edgar Allan Poe, diwar ar saozneg, niverenn 10 Nidiad, Ebrel 2012 (gant Ronan an Deroff);
- An arzour gant Oscar Wilde, diwar ar saozneg, niverenn 14 Nidiad, Ebrel 2013 ;
- Ar puñs kozh gant Hans Carossa, diwar an alamaneg, niverenn 11 Nidiad, Gouere 2012 (gant Sören Hand) ;
- CLXXIII "Hi 'gerzh kenedus", gant Lord Byron, diwar ar saozneg, Nidiad 18, Ebrel 2014 ;
- Ozymandias, gant Percy Bysshe Shelley, diwar ar saozneg, Nidiad 16, Here 2013 ;
- Sankt petersbourg gant Aleksandr Sergeyevitch Pouchkin, diwar ar rusianeg, niverenn 12 Nidiad, Here 2012 (gant Olia Tsaplina) ;
- Sonerezh Erich Zann gant Howard Phillips Lovecraft, diwar ar saozneg, niverenn 05 Nidiad, Genver 2011
- ...
- Malo Adeux, pladenn gant pemp kanaouenn, 2018.