![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/95/Malabo_a_13-oct-01.jpg/640px-Malabo_a_13-oct-01.jpg&w=640&q=50)
Malabo
From Wikipedia, the free encyclopedia
Malabo eo kêr-benn Ginea ar C'heheder. Emañ war aod hanternoz enez Bioko (anvet gwechall enez Fernando Póo).
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/95/Malabo_a_13-oct-01.jpg/640px-Malabo_a_13-oct-01.jpg)
Savet e oa bet Malabo e 1827 gant Saozon, dindan an anv Port Clarence, evit degemer sklaved digabestret. An darn vrasañ anezho a yeas diwezhatoc’h da Sierra Leone, hogen re all a chomas war an enezenn hag o diskennidi hiziv, a reer anezho fernandinos, a gomz un doare kreoleg. E 1846 e tremenas an enez e dalc’h Spagn hag advadezet e voe ar gêr Santa Isabel. Pa zeuas Ginea ar C’heheder da vezañ ur stad dizalc’h e 1969, e voe lakaet Santa Isabel da gêr-benn d’ar vro nevez, e-lec’h Bata, ar gêr vrasañ war an douar-bras. E 1973 e voe advadezet adarre, gant ar prezidant Francisco Macías Nguema a felle dezhañ ober gant "gwir anvioù afrikanek", hag anvet e voe neuze Malabo.
Tireoul zo bet kavet er mor hag abaoe dibenn an XXvet kantved eo kresket buan poblañs kêr : e 2005 e oa 155 000 a dud o chom enni.