Lysardh

From Wikipedia, the free encyclopedia

Lysardh

Gourenez al Lysardh (An Lysardh e kerneveg, The Lizard e saozneg) zo ur c'hourenez e kreisteiz Kernev-Veur. Eno emañ ar beg-douar suañ eus douar-bras Breizh-Veur.

Thumb
Beg-douar al Lysardh
Thumb
Ar savlec'h bigi saveteiñ e-kichen ar beg-douar

An hevelep anv, Lysardh, a roer d'ar beg-douar ha d'ur gêriadenn hag a zo e-kichen, e parrez Lanndewynnek.

Goleiñ a ra ar c'hourenez, well-wazh, ur garrezenn 23 km x 23 km. Emañ er mervent da Aberfal hag er reter da Bennsans.

Dañjerus eo an adremez evit al listri ha meur a hini zo bet oc'h ober peñse dre eno, ken e veze graet "the Graveyard of Ships" (bered al listri) eus an tolead gant ar voraerien saoz. Un tour-tan a voe savet e 1752 war ar beg-douar hag ur savlec'h bigi saveteiñ zo ivez.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.