Luskad arallour
From Wikipedia, the free encyclopedia
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur. | |
Kit da welet ar gaozeadenn |
Al luskad arallour e Bro-C'hall a zo ganet er bloavezhioù 1980-85, gant ar re yaouank o doa c’hoant da vezañ gwelet ha klevet er gevredigezh. C’hoant o doa ivez e vefe ar sevenadurezh hag an deskadurezh digoret d’an holl. Kerzhedoù sonerezhel, sevenadurel, kelaouennel… a zo bet, gant doareoù da vezañ ha da soñjal.
Adperc’hennadur a doareoù eztaolan eo.
An dud el luskad-mañ o doa c’hoant mont a-enep d’ar mediaoù kenwerzhel ha da werzhadennoù an deskadurezh, aet oant skuizh gant an dud brudet dizedennus ha gant marc’had an arc’hant.
Mennozhioù enepgouennelour, enepfaskour, evit gwirioù ar merc'hed, enep-kapistalistour... a oa ganto. Klevet ‘vez nebeutoc’h eus an traoù-se peogwir eo cheñchet an traoù, nebeutoc’h a draoù a zo graet met chom a ra bev al luskad gant strolladoù sonerezh, fanzinoù…
Er skwatoù eo ganet unan eus mennozhioù al luskad arallour.
Graet eo oant bet gant tud yaouank o doa ezhomm plas ha lec’hioù disheñvel evit eztaolañ ha bevañ, aloubiñ a reont neuze tiez didud : krouet eo ar skwatoù.
Enno e vez aozet sonadegoù, taolioù-kelaouiñ, skignet ‘vez filmoù… Tu ‘oa da livañ, aozañ stalioù evit dizoleiñ dudioù… An dud o doa c’hoant e vefe ar sevenadurezh hag an deskadurezh digor d’an holl.
Ar raktresoù hag an divizoù ‘vez kemeret asambles, den ebet zo e penn, ul lec’h emveret eo ar skwatoù ha ne vez ket a geñverioù arc’hant.
Mennozh an « DO IT YOURSELF » a zo erruet ivez, « gra an traoù da unan ». N'eus ket ezhomm bezañ mab/merc'h un den brudet, bezañ ur mailh war ur beñveg sonerezh pe gaout arc'hant evit ober sonerezh hag arzoù.
Strolladoù sonerezh, un endro sonerezhel disheñvel a vez savet, fanzinoù, kelaouennoù a deu war-wel gant keleier disheñvel eus ar bed. Ul lec’h gant kalz a arzoù eo ha mont e-biou ar bed kenwerzhel. Atav gant ar mennozh a sevennadur evit an holl hag a digoradur war ar bed. Er bed arallour ez eus un engouestladur sokial, un doare da vevañ, da vezañ, un doare all da welout an traoù.