![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/46/Louisferdinandceline2.jpg/640px-Louisferdinandceline2.jpg&w=640&q=50)
Louis-Ferdinand Céline
skrivagner gallek / From Wikipedia, the free encyclopedia
Louis-Ferdinand Céline (berraet e Céline hepken alies) eo anv-pluenn Louis Ferdinand Destouches, ur skrivagner gallek eus an XXvet kantved. Ganet eo d'ar 27 a viz Mae 1894 e Courbevoie (Bro-C'hall) ha marvet d'ar 1añ a viz Gouere 1961 e Meudon (Bro-C'hall). Ar skrivagner gallek eus an XXvet kantved troet ar muiañ er yezhoù all war-lerc'h Marcel Proust eo Céline. Dont a ra e anv-pluenn eus anv-bihan e vamm-gozh a-berzh mamm. Lakaet eo da vezañ unan eus skrivagnerien bennañ an XXvet kantved p'en deus degaset un doare nevez da skrivañ lennegezh koulz ha galleg. Dael a vez avat en-dro d’an den ha d’e oberenn abalamour da skridoù enepyuzev ha d’e emzalc'h e-pad an Eil brezel-bed.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/46/Louisferdinandceline2.jpg/640px-Louisferdinandceline2.jpg)