Un hilienn, soubilh, soubinell, pe c'hoazh chaous (brezhoneg komzet), zo un aozadenn geginañ yen, klouar pe domm, fetis pe danav, da vezañ servijet gant ur meuz sall pe sukret. Ret eo meskañ aozennoù gant ul liñvenn bennak evit he fardañ. Implijet e vez an hiliennoù e keginerezhioù ar bed a-bezh.

Un niver bras a hiliennoù disheñvel zo :

  • hili graet gant amann dreist-holl: hilienn giz ar chaseourien...
  • hili graet gant dienn, laezh pe yaourt dreist-holl : soubilh bechamel, tzatziki...
  • hili graet gant vi dreist-holl: maionez, sabailhon, hilienn giz Holland, soubilh giz Bearn...
  • hili graet gant legumaj ha/pe louzoù-kegin dreist-holl : hilienn domatez, chugon tomatez, pesto, ketchup, hilienn soja, hilienn sezv, hilienn bebr, tabasco, harissa, hilienn gari, hilienn vent, hilienn salsa, hilienn rezeger, guacamole, mafe...
  • hili graet gant pesked dreist-holl : garum (hilienn ar Romaned), nuoc-mâm, hilienn Worcestershire...
  • hili graet gant kig : chaous giz Bologna...
  • hili graet gant frouezh dreist-holl : chatni, chugon sivi, flamboez....

Pa vez graet ar chaous gant chug ar c'hig e komzer eus larjez pe lipig.

An hilienn giz Holland, ar winêgrenn hag ar maionez zo skoueroù hiliennoù livrizet pe livrizhadoù.

Skeudennaoueg

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.