Liorzh ar plijadurezhioù
From Wikipedia, the free encyclopedia
Liorzh ar plijadurezhioù (izelvroeg : De tuin der lusten), diwar an daolenn a zo er c'hreiz, zo anv un deirzaolenn vras (220 x 389 cm) aozet gant eoul war goad derv etre 1490 ha 1510 gant al livour izelvroat Hieronymus Bosch. E Mirdi ar Prado e Madrid emañ an oberenn war ziskouez.
Dibar eo en Istor an arzoù. Kevrinus eo, pinvidik an danvez anezhi, ha diaes da gompren. Gouzout a reer e klaskas al livour kenteliañ e gempredidi, e oa aes da gompren dezho, hag e plijas kement d'ar roue spagnol Felipe II ma prenas an oberenn.