Libertadores
From Wikipedia, the free encyclopedia
Libertadores a vez lavaret, e spagnoleg ha portugaleg, eus renerien veur an emsav broadel en Amerika latin e-pad ar Brezelioù Dizalc'hted Spagnamerika, lesanvet hiziv "padres de la patria" er broioù-se, hag a glaske distagañ diouzh Spagn.
Bourc'hizien binvidik ganet en Amerika e oant holl, eus ar rumm tud a veze graet Criollos anezho, levezonet gant ar frankizouriezh, enebet ouzh harperien an unpenniezh hollc'halloudek, hag alies e oant bet o servij en arme Spagn en Europa.