An diegi, pe leziregezh (diwar ar ger lezir, eus ar ger gallek loisir), pe lizidanted, a zo unan eus ar seizh pec'hed kapital hervez an Iliz katolik, eo perzh an hini a nac'h labourat hag ober an traoù ret evit bevañ.
Meulet eo bet al leziregezh gant oberourien zo, ha stourmet eviti.
Techet e vezer hiriv da zroukveskañ leziregezh ha gorregezh, daou dra disheñvel koulskoude.
Arouaregezh
«Leziregezh: ar boaz da ziskuizhañ a-raok bezañ skuizh.» Jules Renard.
«(Sant Frañsez Asiz) ne oa ket evit gouzañv an dud lezirek a zo heñvel ouzh ar preñved-se ne [na] reont netra hag a vev diwar c'hwezenn o nesañ.» Buhez ar Sent, 1912, p. 686.
• Hello Laziness! - Why Hard Work Doesn't Pay, 2005, (ISBN 0-7528-7186-2)
• Bonjour Laziness! - How to Work as Little as Possible (Just Like the French), 2005, (ISBN 0-375-42373-7). Penaos labourat an nebeutañ ar gwellañ evel ar C'hallaoued, hervez an oberourez.
E galleg
Paul Lafargue, Le Droit à la paresse (1881). Skrid orin al levr saoznek meneget amañ a-uc'h.
Jerome K. Jerome, Pensées paresseuses d'un paresseux, Paris, Arléa, 1996. Troidigezh diwar ar saozneg eus al levr meneget amañ a-uc'h.
Clément Pansaers, L'Apologie de la paresse, Paris, Allia, 1996.
Kazimir Malévitch, La Paresse comme vérité effective de l'Homme, Paris, Allia, 1997.