From Wikipedia, the free encyclopedia
Lezhennouriezh (sinaeg 法家, pinyin fa jia, "skol al lezenn") a reer en Istor Sina eus unan eus ar froudadoù prederouriezhel pouezusañ a voe en Oadvezh ar Stadoù Brezelour, a grogas war-dro ar bloavezh 475 KJK hag a echuas gant deroù ar remziad Qin er bloavezh 221 KJK, pa voe Sina unanet hag anvet Qin (distaget [tchin]) hepken.<br.>
Dre ma voe goveliet an anv fajia e-kerzh ren ar remziad Han (202 KJK-220 GJK) ne c'hall ket ober dave d'ur gelennadurezh urzhiet d'ar mare ma oa en he bleuñv.
Ur pal politikel hepken a oa d'al lezennouriezh, ne glaske ket displegañ kealioù donoc'h evel penn-natur hag abeg buhez mab-den war an Douar. Ne selle ket al lezennourien ouzh an dud hag o c'hevredigezh evel ma rankjent bezañ, hogen evel ma oant ; un taol-skub a rojont d'an hengoun ha d'an dremened a-raok prederiañ war ar bed distabil m'edont o vevañ.
Hervez "gwirvoudelezh politikel" al lezennourien, n'eo ket mab-den fur hag onest a-walc'h evit bevañ e peoc'h en ur gevredigezh urzhiet ha glan, setu e ranker sevel hag arverañ lezennoù strizh, garv hag hollc'halloudus a-benn reizhañ emzalc'h en dud. En o sell n'eo al lezennoù nemet binvioù rekis da greñvaat galloud ar pennrener dre enframmañ holl duezioù buhez ar bobl hag ar Stad.
Da heul berzh o mennozhioù e voe erlerc'hiet ar c'hladdalc'helezh gant ur galloud kreizennet ha mac'homer e-pad tremen ur c'hantved.
Anezhañ ar skrid-diazez eus al lezhennouriezh e Sina, e voe skrivet gant Shang Yang (390-338 KJK), kuzulier er Stad Qin. En e levr e pouez war perzhioù al lezennoù hag e sav enep ar gonfusianegezh dre ma laka reol ar Stad a-us hini an tiegezh : ret eo gwareziñ ar Stad diouzh ar bobl, a zo lakaet da zizesk hag emgar dre natur.
Skrivet gant Han Feizi (281-233 KJK), anezhañ un uhelad er Stad Han e dibenn Oadvezh Brezel ar Broioù, ar skrid-se zo ur c'hendastumad eus mennozhioù digant Shang Yang, evel-just, ha daou all :
Pa voe Shang Yang anvet da bennvaodiern ar Stad Qi gant an dug Xiao er bloavezh 356 KJK e krogas da reoliañ ar Stad hervez e soñjoù : lezennoù strizh a voe e venveg nemetañ a-benn kaout an dizober eus kement enebiezh en diabarzh hag en diavaez.
Da gentañ e lakaas Levr al Lezennoù (Fa Jing) Li Kui, embannet e 407 GJK, da dalvezout er Stad ; ur reolenn a ouzhpennas : kastizet evel an torfedour e vije neb a ouije a-zivout un torfed hep e ziskuliañ d'ar Stad.
Kement adreizhadur a c'hoarvezje er Stad a vije nullet mar ne oa ket lakaet gant ar Stad da lezenn ret evit an holl er Stad a-bezh.
Skarzhet e voe ar reizhiad kozh a oa diazezet war lignez ar gwad, ha staliet lignez an oberoù : dre e oberoù hepken e c'halle un den tizhout ur garg uhel er Stad, hag ar rener hepken a denne ar galloud diwar e c'hanedigezh.
An noblañsoù a gollas pep gwir war o douaroù, a voe dasparzhet etre soudarded hervez o c'hurioù en emgann. Ugent derez-karg a voe krouet en arme, hervez an emzalc'h war an tachennoù-emgann.
Al labour-douar a voe lakaet dreist ar c'henwerzh : kementadoù ret dre lezenn a voe lakaet war an eostoù, gopret e voe ar gouerien a rae gwelloc'h ha kastizet ar re a c'houneze nebeutoc'h.
Dre ma oa kalz kouerien o vont d'an arme e voe galvet tud eus ar Stadoù all da gemer o lec'h, ar pezh a wanaas ar Stadoù amezek. Ouzhpenn-se e voe lakaet prizonidi da labourat da zifraostañ tachennoù a-benn o labourat.
Lezennoù nevez a voe embannet a-benn ma timezje an dud abretoc'h ha ma c'hanjent muioc'h a vugale.
Er bloavezh 350 KJK e voe embannet lezennoù nevez all a-zivout dasparzh an douaroù hag an tailhoù : echu gant an douaroù perc'hennet dre lignez, ha div wezh muioc'h a dailhoù d'ar familhoù ma chome muioc'h eget ur mab en ti – lakaat ar familhoù bras ha galloudus da vruzhuniñ e oa ar pal.
A-benn terriñ levezon an hevelep familhoù war ar velestradurezh e voe lakaet kêrbenn ar Stad Qi e Linzi.
Al lezennoù-se a ziazezas galloud ar Stad Qi, ha dre he finvidigezh ha nerzh ar c'hleze e teuas da vezañ trec'h war ar c'hwec'h Stad all a oa e Sina d'ar mare-se, alese deroù ar remziad Qin o ren war Sina a-bezh adal 221 KJK.
Ur c'hant bloavezh bennak goude ma oa Shang Yang e karg e voe Han Fei Zi o tiazezañ al lezennouriezh da vat war an tri benveg a oa hervezañ e kerz ur rener a-benn staliañ e c'halloud en un doare efedus : shi, fa ha shu.
Peogwir e lakae al lezennourien ar Stad a-us ar bobl n'o devoa an dud gwir hiniennel ebet, ha kement frankiz a chome dezho a ranke kreñvaat galloud ar rener. Petra bennak ma ouie Han Feizi war divoud ar c'heal a "wirioù mab-den" e rae goap outañ peogwir e krede kreñv en anataenn bennañ al lezennourien : n'eus nemet droug ha sotoni en dud izel o renk hag en o oberoù.
Dre o dellidoù avat e c'halle an dud tizhout un dere uheloc'h er gevredigezh evel meizet gant al lezennourien : kurioù ur soudard a c'halle ober ur jeneral dioutañ, ur marc'hadour a c'halle bezañ anvet da gañseller, ar pezh na c'halle ket c'hoarvezout er c'hwec'h Stad sinaat estreget Qi.
A-benn delc'her ar bobl sioul e voe divizet intrañ al lezenn e pep den betek ma vije didalvez kastizañ, ken bras ma oa an aon rak heuliad un ober kontrol dezhi.
Kiriegezh an holl eo ar bennaenn a voe arvezet evit tizhout ar pal : ur gumuniezh a-bezh a vije kastizet en abeg d'ur fazi graet gant unan hepken eus he izili. Neuze e krogas pep den da evezhiañ e amezeien ha da gemenn ar pennadurezhioù mar gwele tra pe dra e-maez lezenn, gant aon rak ar penngastiz.
Diwar lezennoù-diabarzh forzh pe gelc'hiad politikel er bed e kavas al lezennourien o diskar : pa glaskas Shang Yang lakaat lezenn ar Stad da gastizañ kulator an danvez-rener e kavas ar marv ; Han Feizi e-unan a voe pistriet gant e genseurt Li Si ; hemañ diwezhañ a voe lazhet en anv ul lezenn bet embannet gantañ e-unan.
Petra bennak ma voe lakaet diskred war al lezennourien goude ren ar remziad Qin ha ma'z eas al lezennouriezh da get evel skolbrederouriezh dizalc'h e c'haller lavaret e chom arroudoù lezennour er Gonfusianegezh evel ma vez meizet hiziv an deiz, ha kreñv eo he fouez c'hoazh e gouarnamant Sina.
E sinaeg e reer 儒表法裡 ru biao fa li "Konfusian, ar gorre ; lezennour, an diabarzh" eus prederouriezh Impalaerezh Sina : c'hwekder talvoudegezhioù Konfusius war krizder mennozhioù Shang Yang ha Han Feizi.
Da vare ar remziadoù Sui (589-618 GJK) ha Tang (618-906) e voe ouzhpennet ur gwiskad bouddhaegezh war sichenn galet ren an impalaerien.
Goude 1949 ez embannas Mao Zedong bezañ a-du gant lod doareoù bet lakaet e pleustr gant al lezennourien.
Er bloavezhioù 1980 e voe degemeret lezenn ar gopr hag ar c'hastiz gant gouarnamant ar Republik Poblel eus Sina pa oa Deng Xiaoping en he fenn.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.