![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/31/07leucip.jpg/640px-07leucip.jpg&w=640&q=50)
Leukippos
From Wikipedia, the free encyclopedia
Leukippos (henc'hresianeg : Λεύκιππος / Leúkippos) a oa mab Gorgofone ha Perieres. Pried e oa da Filodike, merc'h an doue-stêr Inac'hos, ha tad e oa da Foibe hag da Hilaeira, hag ivez da Arsinoe, mamm da Asklepios (hervez doareoù zo eus ar vojenn).
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/31/07leucip.jpg/640px-07leucip.jpg)
Kastor ha Polydeukes a skrapas merc'hed Leukippos, Foibe hag Hilaeira, hag a zimezas ganto. Savet gwarizi en Idas ha Lynkeüs, nized Leukippos, ha lazhet Kastor ganto. Roet e voe an divarvelezh da Bolydeukes gant Zeus, ha da Gastor da-heul war e c'houlenn.