Lenn Laach
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lenn Laach (alamaneg : Laacher See, [ˈlaːxɐ ˈzeː]) zo ul lenn en Alamagn hag a leugn ur galdeira a zo e krater ur menez-tan e torosennad an Eifel, e Rheinland-Pfalz, 275 metr a-us live ar mor. Emañ war-dro 24 km er gwalarn da Goblenz, 27 km er su da Vonn hag 8 km er c'hornôg da Andernach, e rann reterel ar Vulkaneifel, an Eifel volkanek.
Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Anv er yezh a orin ...
Lenn Laach
Rann eus | Laach volcano |
---|---|
Anv er yezh a orin | Laacher See |
Diskarg al lenn | Fulbert-Stollen |
Bro an diazad | Alamagn |
Kevandir | Europa |
Stad | Alamagn |
E tiriad | Glees |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
Daveennoù douaroniel | 50°24′45″N 7°16′12″E |
Darvoud-alc'hwez | Laacher See volcanic eruption |
Serriñ
Goude un darzhadenn blinian (e doare re ar Vesuvio) a c'hoarvezas e-tro 13 000 vloaz zo e voe stummet al lenn. War he ribl kreisteizel e c'heller gwelet gazoù volkanek a ziskouez n'eo ket marv ar menez-tan.