From Wikipedia, the free encyclopedia
PENNAD DA ADWELET HOGOZIK PENN-DA-BENN
Hervez al lec'h, er genoù, ma vez distaget ar c'hensonennoù, e kemm an doare d'o distagañ, ha dreist-holl ar son anezho.
Setu roll al lec'hioù ma vez distaget ur sonenn gensonel:
Lec'hioù distagañ pennañ
Friadur (saoz. 'Nasalisation')
Peurliesañ e vez lakaet ar friadur e-touez an doareoù distagañ, met e gwirionez ez eus anezhañ un lec'h distagañ a c'heller bezañ ken distaget gant n'eus forzh pesuert hini all eus al lec'hioù distagañ pennañ deskrivet a-us. Pa vez distaget ur sonenn dre fri e vez izelaet ar stoan evit mar c'hell an aer tremen dre ar fri.
Kensonennoù a-gostez (saoz. 'Laterals')
Pa vez distaget ur sonenn a-gostez e vez leusket an aer da dremen dre kostezennoù an teod ha n'eo ket dre penn an teod. E gwirionez e rankfe lâret ez eus anezhañ un doare distagañ kentoc'h evit ul lec'h distagañ.
Kendistagadur (saoz. 'Coarticulation')
Yezhoù 'zo a ra gant kensonennoù kendistaget, da lâret eo e vezont distaget e daou lec'h distagadur war un dro. Setu un nebeud doareoù kendistagadur:
$$REFAZER
Diweuzadur: lakaet e vez an diweuz da vezañ ront pe serret pa vez distaget ur sonenn. Peurliesañ e vez treuskrivet gant /w/, d.s. 'gwelet'
Palatalizadur: lakaeet e vez kein pe korf an teod da dostaat ouzh toenn ar genoù keit ha ma vez distaget ur sonenn all. Peurliesañ e vez treuskrivet gant /j/, d.s. 'tune' e saozneg.
Stañvadur ('velarizadur'): lakaeet e vez kein an teod da dostaat ouzh ar staon. N'eus doare eeun ebet d'e deuzskrivañ.
Kendistagadur dre c'hwezhañ: (saoz. 'Fricative coarticulation') peurliesañ e vez kendistaget ar gensonenn-c'hwezh /X/ pe ur gensonenn-gourlachenn keit ha ma vez distaget ur sonenn all
Kenstokadur: (saoz. 'Stop coarticulation') div gensonnenn stokus a vez distaget war un dro, d.s. /kp/. Kavet e vez alies seurt sonennoù er yezhoù bantouek
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.