Le Morte d'Arthur / Istor kentañ
From Wikipedia, the free encyclopedia
Fro the Maryage of Kynge Uther unto Kyng Arthure that Regned Aftir Hym and Ded Many Batayles, "Eus eured ar roue Uter betek ar roue Arzhur a renas en e c'houde hag a reas kalz emgannoù", eo istor kentañ Le Morte Darthur ar skrivagner saoz Sir Thomas Malory (c. 1416 – 14 a viz Meurzh 1471), a skrivas pa oa bac'het e London adalek 1468 betek 1470.
Un henvoulladenn eus Le Morte Darthur a voe graet e 1485 gant William Caxton (c. 1422 – c. 1491) e London.
Diwar un eilskrid eus oberenn Malory hag un dornskrid all e labouras Caxton. Kentoc'h eget moullañ an eizh istor evel e oant bet skrivet gant Malory e kavas gwelloc'h o rannañ en 21 levrenn ha 504 fennad, setu e ya kentañ istor Malory d'ober al levrennoù I betek IV, 89 fennad en holl.