Le Morte d'Arthur / 6vet istor
From Wikipedia, the free encyclopedia
The Noble Tale of the Sankgreal, "Istor nobl ar Graal Santel", eo c'hwec'hvet istor Le Morte Darthur ar skrivagner saoz Sir Thomas Malory (c. 1416 – 14 a viz Meurzh 1471), a skrivas pa oa bac'het e London adalek 1468 betek 1470.
Un henvoulladenn eus Le Morte Darthur a voe graet e 1485 gant William Caxton (c. 1422 – c. 1491) e London.
Diwar un eilskrid eus oberenn Malory hag un dornskrid all e labouras Caxton. Kentoc'h eget moullañ an eizh istor evel e oant bet skrivet gant Malory e kavas gwelloc'h o rannañ en 21 levrenn ha 504 fennad, setu e ya c'hwec'hvet istor Malory d'ober al levrennoù XIII betek XVII, 76 pennad en holl.