Leòdhas
From Wikipedia, the free encyclopedia
Leòdhas ([ʎɔː.əs̪]) pe Eilean Leòdhais (distaget [elan ʎɔː.əʃ], "Enez Leòdhas") a zo rann hanternoz un enezenn a Skos (anvet Lewis e saozneg). Na Hearadh eo anv kreisteiz an enezenn (Harris e saozneg), goude ma n'eus nemet un enezenn en holl e gwirionez, staget an div lodenn anezhi gant un erv, ha hi an hini vrasañ eus an Inizi Gall pellañ (Na h-Eileanan Siar e yezh ar vro). Izeloc'h eo douaroù Leòdhas eget re Na Hearadh, a zo meneziek.