La cumparsita
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
La cumparsita zo un tango savet e 1916 gant ar soner urugwaiat Gerardo Matos Rodríguez ha kanet gant ar c'haner arc'hantinat Carlos Gardel.
Gant Matos Rodríguez e voe savet an ton ; kempennet e voe gant Roberto Firpo ha sonet gant e laz. Ar c'homzoù avat a voe savet gant an Arc'hantinad Pascual Contursi. Lavaret e vez alies eo an hini sonet ar muiañ er bed.
La cumparsita zo ivez ur seurt kan broadel en Uruguay, hervez ul lezenn eus 1998.
Da gentañ e voe savet evel kan-bale gant ar studier tisavouriezh yaouank Gerardo Matos Rodríguez — entre diwezh 1915 ha deroù 1916 — a-benn karnaval ar Federación de Estudiantes del Uruguay. Kentañ ma voe sonet a voe gant laz Roberto Firpo en ostaleri La Giralda en Montevideo en 1916.
La cumparsita |
|
|
|
|
Daou film zo anvet La cumparsita :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.