From Wikipedia, the free encyclopedia
Un aozadur politikel stadunanat kuzh eo Ku Klux Klan. Difenn a ra glanded Amerika (Amerikkka a skriv e enebourien), da lavarout eo Amerika WASP: gwenn, angl-ha-saoz ha protestant, a-enep an Afroamerikaned, ar gatoliked pe ar yuzevien.
Ku Klux Klan (KKK) zo bet anv meur a strollad er Stadoù-Unanet, hiziv hag en amzer dremenet, a erbed pe a erbede ar pezh a weler dre vras evel mestroni ar Re Wenn, an enepyuzevegezh, ar ouennelouriezh, an enep-katoligiezh, an homofobiezh, hag an "nativism". Alies o deus implijet ar strolladoù-se ar sponterezh, ar feulster hag oberoù abaferezh evel deviñ kroazioù evit mac'homañ an Amerikaned a orin afrikan ha strolladoù all eus ar boblañs.
Krouet e oa e Pellgent 1865 pe e deroù ar bloaz 1866. Sevel a reas a-enep ar gwirioù bonreizel roet d'an Afroamerikaned goude ar Brezel Diabarzh. Ober a reas torfedoù a bep seurt neuze.
Rannet e vez istor ar C'hu-Klux-Klan e tri mare : eus 1865 betek 1871 evit an hini kentañ, eus 1915 betek 1944 evit an eil hag adalek 1946 evit an trede. E "oad aour" a voe ar bloavezhioù 1920 ha 1930 avat.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.