Kroaziadegoù balt
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar c’hroaziadegoù balt, pe c’hoazh kroaziadegoù an Hanternoz, zo un heuliad gwezhiadoù milourel lusket adalek an XIIvet kantved gant kristenion ar c'hornôg a-enep da bobloù pagan biz Europa o vevañ war ribloù ar mor Baltek : ar Valted (an Henbrusianed, Lituaniz,…).
Roet e voe da bal dezhe andreiñ dre gaer pe dre heg ar baganed valt d’ar feiz kristen ha galvet e voe ez-ofisiel ar groazidi da sailhañ war ar broioù balt gant ar pab Selestin III e 1193. Hogen, kroget o doa marc’heion c’herman zo da dagañ ar meuriadoù balt kent e c’halvidigezh d’ar brezel santel.
Padet o doa daou gantved betek deroù ar XVvet kantved (emgann Grunwald). Evel kalz a groaziadegoù e tistrojont diwar o fal orin hag e teujont da vout un digarez evit an urzhioù relijiel milourel hag ar varc’heion alaman da drevadenniñ ar broioù balt (Livonia, Prusia,…).