Kroaz ar Su
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kroaz ar Su (Crux, berraet e Cru) zo ur steredeg eus an hanterzouar su. An hini vihanañ eus an holl steredegoù eo.
Talvoudus eo Kroaz ar Su evit kavout penn-ahel su an oabl. En hanterzouar su, pa n'eus ket ur steredenn heñvel ouzh Sterenn an hanterzouar norzh (α Ursae Minoris) eo σ Oktant an hini dostañ d'ar penn-ahel, met n'eo ket skedus a-walc'h evit bezañ talvoudus) ha neuze e vez implijet div steredenn eus Kroaz ar Su evit kavout anezhañ : pa heulier al linenn etre Akruks (α) ha Gakruks (γ) war-hed 4,5 gwezh al lec'hed zo etre an div steredenn (da lâret eo ~25° e Su Akrux) e kaver ur poent tost da Su an oabl.
Gallout a reer ivez tresañ ul linenn etre α Centauri hag α Cir. El lec'h ma kroaz an eeunenn-se an hini deskrivet kent emañ Su an oabl.
Abalamour ma tro ahel an douar e veze gwelet Kroaz ar Su diouzh ar Mor Kreizdouar da vare an Henamzer. Koulskoude e selle ar steredourien c'hresian ouzh ar stered-se evel ouzh ul lodenn eus Steredeg an den-marc'h. Lakaet e vez krouidigezh Kroaz ar Su, evel ur steredeg disheñvel, war gont Augustin Royer e 1679. Anavezet eo dindan ar stumm se abaoe pell a-raok koulskoude.
Kroaz ar Su - evit diforc'hañ diouzh « Kroaz an Norzh », da lâret eo steredeg an Alarc'h - zo bremañ unan eus ar steredegoù ar muiañ anavezet eus an hanterzouar su hag e weler he femp steredenn skedusañ war bannieloù Aostralia, Brazil, Papoua Ginea-Nevez, inizi Samoa ha meur a hini all c'hoazh. Mankout a ra hepken ar steredenn ε war banniel Zeland-Nevez ha Tokelau.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.