![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0f/Saint_C%25C3%25B4me_%2526_Saint_Damien_Grandes_Heures_Anne_de_Bretagne_XVIe.jpg/640px-Saint_C%25C3%25B4me_%2526_Saint_Damien_Grandes_Heures_Anne_de_Bretagne_XVIe.jpg&w=640&q=50)
Kosmas
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kosmas a oa ur sant eus Kilikia, medisin evel e vreur Damianos, ha merzherien o-daou.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0f/Saint_C%C3%B4me_%26_Saint_Damien_Grandes_Heures_Anne_de_Bretagne_XVIe.jpg/640px-Saint_C%C3%B4me_%26_Saint_Damien_Grandes_Heures_Anne_de_Bretagne_XVIe.jpg)
Ganet e vije en Arabia. Louzaouiñ an dud a raent en Aigéai (Ayash hiriv), hep kemer arc'hant digante. Se zo kaoz e larer anezhe « ἀνάργυροι / anárgyroi». Ganto e voe sachet kalz a dud d'ar feiz kristen.
Harzet e voent ha merzheriet, dindan Diocletianus, e 303 pe 310, war urzh ar prefed Lysias. Hervez ar vojenn e e rankent dinac'h o feiz, ne raent ket, ma voent boureviet euzhus, ha ne raent van ebet. A-benn ar fin e voent dibennet, evel o breudeur yaouankoc'h, Antime, Léonce hag Euprepius, a veze bepred d'o heul evit-doare.
Lakaet eo bet da sant paeron ar surjianed hag e vreur da hini an apotikerien, lidet e vezont d'ar 26 a viz Gwengolo er C'hornôg, d'ar 1añ a viz Du er Reter.