From Wikipedia, the free encyclopedia
Kemm a reer er barrez pe ballet etre emstummoù diazez an treid ha emstummoù diazez an divrec'h:
Lakaet e oa bet dre skrid pemp emstumm diazez an treid war al leur gant ar mestr-dañs Pierre Beauchamp e diwezh ar XVIIvet kantved, bet ouzhpennet oute daou emstumm all gant Serge Lifar pa oa anezhañ Mestr Ballet e Ballet Opera Broadel Pariz (Ballet de l'Opéra national de Paris) (1929–45, 1947–58), implijet dreist-holl hiziv evit ar c'horeografiezhennoù bet krouet gantañ nemetken.
(Notenn: Ne dalvez ar skeudennoù-mañ da heul evit diskwel lec'hiadur an treid evit pep emstumm.)
Lakaet e vez ar seulioù stok-ha-stok gant an treid oc'h ober ul linenn an eeunañ ar gwellañ, da lâret eo gant beg an troad dehoù a-dehoù holl ha beg an troad kleiz a-gleiz holl en ur derc'hel an daoulin stok-ha-stok ivez ha reut an divc'har.
Evel er c'hentañ emstumm met gant an treid distag an eil diouzh egile. Implijet e vez an termen deverret "à la seconde" evit fiñvadennoù a-gostez, da skouer battement tendu à la seconde.
Lakaet e vez an treid linennet evel evit ar c'hentañ enstumm met gant un troad dirak egile ha gant seul an troad a-raok stag ouzh kreiz an troad a-drek. Bez' eus eus daou drede emstumm hervez an troad a laker dirak egile.
Evel evit ar pempvet emstumm met gant an treid dispeget an eil diouzh egile gant unan anezhe un tammig dirak egile. "Digor" e vez graet anezhañ pa lakaer seul an troad a-raok a-stur gant seul an traod a-dreñv. Bez' eus eus daou pempvet emstumm hervez an troad a laker dirak egile.
Evel evit ar c'hentañ emstumm met gant seul unan eus an treid stag ouzh bizied egile evit ma teu da vezañ kroaziet an divc'har muioc'h evit gant an trede emstumm. Bez' eus eus daou bempvet emstumm hervez an troad a laker dirak egile.
Implijet ral a-wezh ez eus ur c'hwec'vet emstumm bet krouet da vat dindan an anv-se gant Serge Lifar evit treid kenstur kichen-ha-kichen, da skouer pa gasker da-benn ur pas couru sur les pointes en avant pe en arrière.
Hervez Serge Lifar evit ar seizhvet emstumm e ranker lakaat an treid er pevare emstumm en pointe gant ar seulioù renk-ouzh-renk. Bez' eus eus daou pempvet emstumm hervez an troad a lakaer dirak egile.
Lakaat a reer an diforc'h etre daou daore da der'chel an divrec'h dre vras: ront pe kromm.
Kemmañ a c'hell anv pep emstumm a skol da skol.
Rontaet pe hirgelc'hiek eo emstumm an divrec'h ha damstekiñ a ra bizied pep dorn ouzh re an dorn all, dirak ar begel, a-us d'ar penn pe c'hoazh damstok ouzh an divlez.
Astennet an divrec'h a-hed ar c'horf gant an divrec'h dambleget. Great e vez eus an emstumm-mañ allongé.
Tennañ a ra an holl deskrivadennoù da heul d'an emstummoù gante an divrec'h rontaet, deut da vezañ emstummoù allongés dre astenn an daouilin en ur dreiñ ar palvoù d'an traoñ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.