Kontelezhioù Island
From Wikipedia, the free encyclopedia
Hervez an hengoun ez eo rannet Island e 23 c'hontelezh (sýslur) ha 24 c'hêr dizalc'h (kaupstaðir). Ar rannoù-se ne dalvezont ket mui hiziv an deiz a-fet merañ ar vro, ha rannet eo Island e 26 sýslumenn hag a zo uheloc'h evit ar polis lec'hel. Kargoù melestradurel all a zo fiziet enno, evel aozañ an euredoù e diavaez an iliz. Ar c'hêrioù dizalc'h a zo damheñvel ouzh ar c'humunioù abaoe ma' z eus bet lakaet lezennoù nevez da dalvezout.