![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/cc/Charolais_cattle%252C_Sierra_Nevada%252C_Venezuela.jpg/640px-Charolais_cattle%252C_Sierra_Nevada%252C_Venezuela.jpg&w=640&q=50)
Kole
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur c'hole, pe kole-tarv, pe kwele e Treger, zo un tarv yaouank ha n'eo ket spazhet, hag a zo savet pe evit e gig, pe evit gouennañ, pe an eil hag egile.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/cc/Charolais_cattle%2C_Sierra_Nevada%2C_Venezuela.jpg/640px-Charolais_cattle%2C_Sierra_Nevada%2C_Venezuela.jpg)
Hervez gant petore saverien int maget e c'hallont bezañ lakaet e krevier a-hed an deiz, pe lakaet da beuriñ er parkeier.
E-barzh ar c'hrevier e vezont maget gant boued-labouradegoù leun a vitaminoù, hag a louzoù, evit o lakaat da gaout muioc'h a bouez. Lazhet e vezont war-dro 15 pe 18 miz.