From Wikipedia, the free encyclopedia
An dienn, pe koaven, koavon e Treger, zo un danvezenn druz, gwenn he liv, a zo e-barzh al laezh. Dre ma'z eo skañvoc'h eget an dour, a zo elfenn bennañ al laezh, e teu an dienn war gorre pa deu al laezh diouzh tezhioù al loen.
Al laezh-dienn, pe laezh koavenet, pe al laezh livrizh a vez graet eus al laezh n'eo ket bet lamet an dienn dioutañ, hag al laezh diziennet, pe digoavenet, pe diskoavenet, eus an hini hep dienn.
Tri seurt laezh hervez feur an dienn (druzoni) a zo ennañ a vez gwerzhet er stalioù en Europa : laezh diziennet (kazi dizruz), laezh hanter-diziennet (17 gramm a zruzoni dre litr), laezh dienn (34 gramm a zruzoni dre litr).
Dre silañ enni laktobazhigoù e c'heller fardañ un dienn hadennet a zo fetisoc'h ha trenkoc'h eget an dienn skañv a zeu gant al laezh livrizh. Goude bezañ bet pasteurekaet e vez gwerzhet an dienn hadennet evit he implij er c'heginerezh.
Implijet e vez an dienn evit fardañ an amanenn. Dienn laezh ar buoc'henned a vez implijet peruvuiañ, met laezh ar bualed, ar c'hañvaled hag ar yaked a vez implijet ivez. Dre vasañ kreñv an dienn e c'heller fardañ an amanenn en ur ribod.
Implijet e vez ar ger dienn en un nebeud leoù-touet, marteze e-lec'h ar ger diaoul:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.