Kevan daveel
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur c'hevan daveel zo un niver kevan (eleze hep parzh rannel) ha muiel () pe leiel (
). Teskad
ar c'hevanion daveel zo kediad kevanion naturel 0, 1, 2, ... (anvet kevanion daveel muiel) hag o enebadoù 0, -1, -2, -3, ... (anvet kevanion daveel leiel).
Abeg pennañ digoradur an niveroù leiel zo gallusted diskoulmañ holl ataladoù ar furm :
- a + x = b, ma vez x an dianavenn hag a ha b arventennoù.
E teskad ar c'hevanion naturel, lod eus an ataladoù-mañ hepken o deus un diskoulm.
- 5 + x = 8 mar ha hepken mar x = 3
- 9 + x = 4 n'en deus diskoulm ebet e teskad ar c'hevanion naturel. Un diskoulm zo gantañ e teskad ar c'hevanion daveel, an diskoulm-mañ o vout -5.