anv a vez roet d'ur bugel gant e dud From Wikipedia, the free encyclopedia
Graet e vez anv-bihan (liester : anvioù-bihan ; gerioù all : kentanv ha raganv) eus un anv a dalvez da anavezadenniñ un hinienn ha dreist-holl evit gallout e ziforc'hañ diouzh izili all e familh, gante an hevelep anv-familh.
Disheñvel eo an anvioù-bihan diouzh an anvioù-familh dre ma vezont dibabet ha roet a-ratozh da bep hini kentoc'h evit o c'haout da hêrezh.
Peurliesañ e vez implijet an anvioù-bihan e degouezhioù anfurmel p'en em anavezer mat pa vez implijet an anvioù-familh kentoc'h e degouezhioù furmeloc'h. Ledan eo implij an anvioù-bihan er c'humuniezhioù klos evel kêriadennoù, kêrioù bihan, metoù micherel, kumuniezhoù tud a-youl-vat ha tud yaouank. Ledanoc'h e vez implij an anvioù-bihan e broioù 'zo evel SUA p'o deus kroget an dud da vont e darempred dre hanterouriezh un den all, da skouer.
Un implij ledanoc'h en deus an termen "anv-bihan" evit an termen strishoc'h e ster "anv-badez" liammet ouzh ar gristeniezh.
Hervez hengoun an darn vrasañ eus sevenadurioù Kornôg Europa e vez lakaet an anv-bihan dirak an anv-familh hag abalamour da se e reer gant "kentanv" pe "raganv" aliesik ivez. Hervez boazioù sevenadurioù ha broioù all avat, en o zouez Hungaria en Europa hag an darn vrasañ eus broioù Azia, e lakaer an anv-familh dirak an anv-bihan, evel e Japan, e Sina, e Korea hag e Viet-Nam da skouer.
Kentanv[1] a vez graet ivez eus an anv skiantel kentañ a roer d'un takson p'er krouer. Da skouer, Picus mixtus[2] a voe ar c'hentanv roet, e 1783, gant an evnoniour izelvroat Pieter Boddaert (1733-1795) d'ar spesad evned a anavezer evel Veniliornis mixtus hiziv an deiz.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.