Kentañ brezel ar garlouriezh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kentañ brezel ar garlouriezh zo ur brezel diabarzh a c'hoarvezas e Spagn adal 1833 betek 1840 etre div gostezenn : hini ar yaouaer Carlos María Isidro de Borbón, breur d'ar roue kent, Fernando VII, ha hini ar rouanez Isabel II (1830-1904), merc'h d'ar roue kent, hag he mamm rejantez María Cristina de Borbón (1806-1878). Ouzhpenn gouzout gant piv ez afe ar gurunenn e oa brezel diwar-benn natur ar renad: evit ur rouantelezh hollveliek e stourme Carlos, ha difenn ar gwirioù kozh (fueros), ha ken hollveliek all e oa ar gostezenn all da gentañ a-raok mont war glouaraat evit treiñ war-du ar frankizouriezh evit gounit harp ar bobl.