From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre fic'hal (saoz.: affricate consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma krog evel ur gensonenn dre serriñ (peurliesañ ur gensonenn kevig pe ur gensonenn dent) met pa vez distignet e vez lakaet an aer da fichal evel ma reer gant ur gensonenn dre daravat (da skouer [s, z]) pe raloc'h achuet gant ur gensonenn dre froumal.
Peurliesañ e vez treuzskrivet ar c'hensonennoù dre fic'hal oc'h implijout div arouezenn: an hini gentañ o tiskwel penaos e krog ar gensonenn dre serriñ hag eben evit diskwel penaos e achu dre daravat, da skouer [kx]. Seul wezh mar bez ezhomm avat, evit diskwel ez eus un unanenn fonemek anezhi kentoc'h evit daou fonem stag an eil ouzh eben e c'heller unaniñ an div arouezenn gant ur c'hombodig-stagañ, da skouer [k͡x]. A-hend all ez eus ereadurioù ispsial a c'hell bezañ implijet evit treuzskrivañ ar c'hensonennoù dre fic'hal implijet an aliesañ pa vez fonemoù anezhe e-lec'h rankout ober gant ar c'hombodig-stagañ-se: [ʦ], [ʣ], [ʧ], [ʤ], [ʨ], [ʥ]
Setu ur roll klok a-walc'h eus ar c'hensonennoù dre fic'hal implijet gant ar yezhoù dre ar bed gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.