From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre entarzhañ (saoz.: implosive consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn nann-skeventel ma vez produet a-drugarez d'ur red-aer war-du foñs ar genoù dre izelaat an troc'h-avel kentoc'h evit implijout ar red-aer boas o vont eus ar skevent hag o vont kuit dre ar genoù pe ar fri.
Kensonennoù dre serriñ eo an darn vrasañ eus ar c'hensonennoù dre entarzhañ, ha ral-kenañ eo kensonennoù entarzhañ dre daravat pe dre fic'hal.
Peurliesañ e vezont mouezhiet, daoust ha ma vez kavet kensonennoù dre entarzhañ divouezh ivez e krongoeg hag e kitcheg (quiche) ha dre n'eus arouezenn ispisial ebet evit o zreuzskrivañ e ranker ober gant sin an divouezhiañ, d.s.[ɓ̥].
Merket e vez ar fed ma vez distaget ur gensonenn dre strakal hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel dre stagañ ur c'hrogig ouzh an arouezenn a diskwel pe hini eo al lec'h distagañ pennañ, da skouer [ɓ].
Kavet e vez fonemennoù dre entarzhañ e 10%-15% eus yezhoù ar bed. Stank-tre e vezont kavet Afrika iskehederel ha stank a-walc'h ivez e gevred Azia hag implijet e vezont ivez en un nebeud yezhoù komzet tro-dro d'an Amazonas. A-hendall e vezont kavet e yezhoù resis zo eus Norzhamerika evel da skouer ar maidoueg hag ar yezhoù mayaeg, hag e sindeg komzet en India. Ne vezont ket kavet e yezhoù Europa nag er yezhoù komzet en Aostralia.
Setu roll ar c'hensonennoù dre dostaat gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.