From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn dre serriñ (saoz.: stop consonant pe occlusive) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez harzet pe stanket red an aer o tont eus ar skevent (pe eus lec'h all pa vez kaoz eus ur c'hlik, gw. pelloc'h) dre serriñ daou organ fonadur.
Daoust ha ma vez implijet alies an termen "kensonenn dre darzhañ" pe kensonenn darzh" evel heñvelster ez eo e gwirionez kalz strishoc'h an tremen-se dre ma ra dave d'un doare kensonenn dre serriñ resis (gw. pelloc'h)
Kavet e vez kensonennoù dre serriñ e holl yezhoù ar bed hag an darn-vrasañ anezhe a ra d'an nebeutañ gant [p], [t], [k], [n] ha [m].
Setu penaos e vez produet ur gensonenn dre serriñ :
Kensonennoù tarzh eo an holl gensonennoù dre serriñ atav e brezhoneg. E yezhoù all avat, evel da skouer e vietnameg hag e malayeg e vezont amdarzh atav, hag e yezhoù evel ar saozneg e vez kavout alofonenoù amdarzh e dibenn ur ger keit ha ma vezont tarzh e penn-kentañ ur ger.
Gant ur gensonenn dre fic'hal (saoz. affricate) e vez serret da gentañ evel ur gensonenn dre serriñ met distignet e vez tamm-ha-tamm o taravat evel ur gensonenn dre daravat (saoz. fricative).
Kavet e vez kensonennoù divouezh (d.s. [p, t, k]) ha mouezhiet (d.s. [b, d, g]).
E meur a yezh e kaver kensonennoù dre serriñ c'hwezhet (saoz. aspirated) pe rakc'hwezhet (saoz. preaspirated) ivez, pe evel fonemennoù rik, da skouer e hindeg ha meur a yezh all komzet en India, pe c'hoazh evel alofonennoù, evel da skouer ar c'hensonennoù dre serriñ divouezh e saozneg e penn-kentañ ur ger.
Ur gensonenn re serriñ a c'hell bezañ berr pe hir ha gallout a ra talvezout an hirder da ziforc'hañ gerioù e yezhoù zo, da lavarout eo e c'hell bezañ un diforc'h fonologel, da skouer e japaneg 来た (kita; "deuet") kv. 切った (kitta; "troc'het").
Ouzhpenn ar c'hensonennoù fri dre serriñ e c'hell bezañ rakfriet ur gensonenn dre serriñ all, da lavarout eo e vez staget ur gensonenn dre fri diouzhtu dirak ur gensonenn dre serriñ, peurliesañ met n'eo ket dre ret gante an hevelep lec'h distagañ, da skouer e swahilieg :
Bez' e c'hell ur gensonenn dre serriñ bezañ friet da c'houde ivez, evel da skouer [dn]] ma kaver e ruseg hag e yezhoù slavek all.
E yezhoù Europa ne gaver nemet kensonennoù produet dre lakaat an aer da redek eus ar skevent, e yezhoù all avat, dreist-holl en Afrika, e kaver yezhoù ma vez implijet doareoù all da lakaat an aer da redek. Diwar an doareoù all e vez produet kensonennoù dre serriñ all:
Setu ar c'hensonennoù dre serriñ pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel :
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.