Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CGPM ; Conférence générale des poids et mesures) a zo unan eus an tri aozadur savet gant Kenemglev ar metr. En em vodañ a ra e Pariz bep pevar pe c'hwec'h vloaz. E 2002 e oa 51 stad ezel ha 10 ezel all kevredet er CGPM. E 2005 e oa savet an niver a izili kevredet da 171.
Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Deiziad krouiñ ...
Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù
Serriñ
- 1añ (1889) - termenet ar c'hilogram e-giz mas pimpatrom etrebroadel ar c'hilogram, anezhañ ur c'hendeuzad platin hag iridiom miret e Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (BIPM, Bureau international des poids et mesures), Sèvres, Frañs. Savet a-du gant pimpatrom etrebroadel ar metr.
- 2vet (1897)
- 3e (1901) - adtermenet al litr e-giz volum 1 kg dour pur pa vez e zouester en e uhelañ ha dindan ar gwask atmosferel nomal. Termenet buanadur standart ar graviter. Sklaeaet ez eo ar c'hilogram un unanenn vas ha difennet ober gantañ evit muzuliañ un nerzh pe ur pouez.
- 4e (1907) - carat = 200 mg degemeret.
- 5vet (1913) - kinniget ar Skeul Temperadur Etrebroadel.
- 6vet (1921) - adrenket Kenemglev ar metr.
- 7vet (1927) - krouet Kuzuliadeg Aliañ evit an Elektregezh (CCÉ). Dont a ray da vezañ Kuzuliadeg Aliañ evit an Elektregezh hag ar Vagnetegezh e 1997.
- 8 vet (1933) - gwelet splann eo ret kaout un unanenn elektrek absolut.
- 9vet (1948) - amper, coulomb, farad, henry, joule, newton, ohm, volt, watt, weber termenet. Dibabet an derez Celsius a-douez an tri anv e boaz. Degemeret al lizherenn vihan l e-giz simbol al litr. Degemeret ar skej hag ar pik o-daou e-giz dispartier degel. Cheñchet ar simboloù evit ar ster hag ar segondenn .
- 10vet (1954) - termenet ar c'helvin, an atmosferenn standart. Loc'het ar sistem unanennoù etrebroadel (metr, kilogram, segondenn, amper, kelvin, candela).
- 11vet (1960) - adtermenet ar metr gant hirderioù gwagenn ar gouloù. Degemeret an hertz, al lumen, al lux, an tesla. Roet an anv ofisiel SI (evit Système International d'Unités) d'ar sistem metrek nevez. Kadarnaet ar rakgerioù piko-, nano-, mikro-, mega-, giga- ha tera-.
- 12 vet (1964) - adkemeret termenadur kentañ al litr = 1 dm³. Rakgerioù ato- ha femto-.
- 13vet (1967) - adtermenet ar segondenn e-giz pad 9 192 631 770 periodenn eus ar skinadenn a glot gant an tranzitadur etre daou live hipertanav eus stad diazez an atom seziom 133 d'un temperadur 0 kelvin. Derez Kelvin adanvet kelvin. Candela adtermenet.
- 14vet (1971) - termenet ar mol, unanenn SI diazez nevez. Degemeret ar pascal hag ar siemens.
- 15vet (1975) - rakgerioù peta- hag egza-. Unanennoù ar radiologiezh : gray ha becquerel.
- 16vet (1979) - termenet ar c'handela hag ar sievert. Aotreet l hag L da c'hortoz e-giz simboloù evit al litr.
- 17vet (1983) - adtermenet ar metr gant tizh ar gouloù, met mirout ar ra ar memes hirder.
- 18vet (1987) - degemeret talvoudoù-kenemglev evit digemenn Josephson, KJ, ha digemenn von Klitzing, RK, o prientiñ evel se termenadurioù all evit an amper hag ar c'hilogram.
- 19vet (1991) - rakgerioù nevez yokto-, zepto-, zeta- ha yota-.
- 20vet (1995) - dont a ra an unanennoù ouzhpenn (radian ha steradian) da vezañ unanennoù deveret.
- 21vet (1999) - unanenn SI deveret nevez, ar c'hatal = mol dre segondenn, unanenn vuzuliañ an aktivelezh katalitek.
- 22vet (2003) - Adlavaret ez eo ar skej hag ar pik o-daou dispartierioù degel .