Kemmadurioù ar brezhoneg
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kemmadurioù deroù-ger a zo e brezhoneg evel e pep hini eus ar yezhoù keltiek.
Kemmadurioù a lavarer eus ar c'hemmoù a c'hoarvez e distagadur lod kensonennoù a zo e deroù ar gerioù brezhonek, da skouer tad, un tad, ma zad, da dad, pe mamm, ur vamm.
Disheñvel eo ar c'hemmadennoù-se diouzh ar re a c'hoarvez e deroù pe e diabarzh gerioù dre abegoù distagadur ha n'eo ket dre abegoù yezhadurel : hent bras a zistager /hẽnn 'prɑ:s/, dek gwenneg a lavarer /de 'kwɛn:ek/. Lod eus ar c'hemmadennoù-se er bomm-mouezh a vez diskouezet er ger skrivet, evel glas /'glɑ:s/ ha glazañ /'glɑ:zã/.
Ar c'hemmadurioù yezhadurel ivez a c'hall bezañ skrivet pe get ; e krennvrezhoneg ne vezent ket skrivet, alese anvioù-lec'h evel Toull ar C'hoad a weler skrivet Toulancoat[1].