From Wikipedia, the free encyclopedia
Keginerezh India n’eus ket anezhañ e gwirionez, rak meur a geginerezh rannvroel disheñvel an eil diouzh egile zo kentoc'h. Ul lodenn vras eus ar boblañs ne zebr tamm kig ebet, pe e vefe dre zibab, pe dre redi relijiel. Setu perak e kaver meuzioù a bep seurtaozet hep kig, ha diazezet kentoc’h war al legumaj sec’h (piz sisez, piz-rouz hag all), rak leun a broteinoù int. Diazezet eo war implij ar masala, ur meskaj spisoù a gaver e kement sekred-kegin a zo. E broioù ar C’hornôg e reer “kuri” eus ar meskaj-se, ar pezh a zo direizh, rak ne vez ket implijet pe dost en India. Ha pa vez implijet e talvez keusteurenn, pe meuz mitonet. Spisoù a gaver dre ret e keginerezh India, a-benn reiñ blaz d’ar pezh a farder.
Iskevrennad eus | South Asian cuisine |
---|---|
Rann eus | culture of India |
Sevenadur | culture of India |
Stad | India |
Roll elfennoù | list of Indian dishes |
Hag ivez : kraoñ kajou, kraoñ-kokoz, laezh-kokoz, pistachez, kignen, ognon, alamandez, greunadez (greun sec’h), la bent, dour-roz, greun sezam.
Pa voe aloubet norzh India gant muzulmiz vogol e tegasjont ivez o c’heginerezh : kebab hag an doare-poazhañ anvet tandoori da skouer. An aozennoù a-orin eus Amerika (avaloù-douar, tomatez, maiz) a zo bet degemeret ivez. E rannvroioù zo eo bet levezonet ar fardañ boued gant an drevadennerien : e kêrioù-kontlec’h dalc’het gant ar C’hallaoued pe gant ar Bortugaled eo bet degaset ar fardañ kig-bevin ha kig-moc’h, padal e c’hall seurt aozennoù bezañ difennet e rannvroioù all. E Goa da skouer, e vez fardet kig-moc’h vindaloo, ur sekred-kegin diazezet war ar gwinegr a veze degaset gant ar Bortugaled eo.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.