Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver
From Wikipedia, the free encyclopedia
Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver[1] pe Karta europat ar yezhoù rannvroel pe bihanniver[2] pe Karta europat evit ar yezhoù rannvro pe bihanniver[3] pe Karta europat evit ar yezhoù rannvroel pe bihanniver[4] zo ur feur-emglev europat (CETS 148) degemeret e 1992 war atiz Kuzul Europa evit gwareziñ ha kas war-raok ar yezhoù rannvroel (distad) pe minorel (yezhoù komzet hag a zo ofisiel e stadoù 'zo met n'int ket ofisiel e stadoù all). E miz Kerzu 2017, pa n'eo ket peurwiriekaet c'hoazh ar garta gant ar stad c'hall e tisklêr ministrez c'hall an aferioù europat n'emañ ket ar gwiriekaat e program Emmanuel Macron, dilennet da brezidant[5]