From Wikipedia, the free encyclopedia
Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. Benoni 28 Ebr 2007 da 10:40 (UTC)
Salud, Ronan, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg | |||
Demat, Ronan. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ. | |||
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit. | |||
Kregiñ ganti Ober e gammedoù kentañ |
Takad pleustriñ Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae | ||
Program skoazell. Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti |
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki | ||
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki |
Foar ar Goulennoù Goulennoù a vez graet gant an holl | ||
Reolennoù Wikipedia Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh |
Tavarn Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all | ||
Pemp pennaenn Wikipedia Reolennoù diazez mat da c'houzout |
Skoazell Dornlevr hollek Wikipedia | ||
Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù. |
Plijet on gant ar buhezioù-tud, setu ma lennin ar re a savi, ha c'hwennat diouzh ezhomm. Un ali: klask kempenn evel-hen : Georg Simon Ohm a oa ganet d'ar 16 a viz Meurzh 1789 en Erlangen. Trugarekaat, ha plijadur o lenn hag o skrivañ. Bianchi-Bihan 30 Ebr 2007 da 16:31 (UTC)
Hopala paotr Ronan penaos eo? ~~dishual
Demat. Trugarez evit da bennadoù. Ur c'huzulig: pa saves ur pennad arabat disoñjal lakaat rummadoù dezhañ, na liammoù etrewiki (liammoù davet ar pennad eñvel war ar wikipediaoù all). Evit al liammoù etrewiki ez eo trawalc'h kopiañ anezho war ur wikipedia all (kavet e vezont atav e traoñ tout ar bajenn, hag ar pezh a vez kavet war ar wiki saosneg a zo kazi atav ar c'hlokañ). Evit ar rummadoù, mat eo klask en a-raok ar rummadoù a zo anezho dija evit chom hep krouiñ rummadoù diezhomm. A galon,Benoni 30 Ebr 2007 da 17:34 (UTC)
Ok, trugarez, d'am sñ ez on deuet a benn war pajenn Weber da lakaat un nebeut liammoù etrewiki ha rummadoù. Hogen ur gudennig ' zo memestra, ma c'hellez taoler ur sell.
Ur patrom am eus krouet evidout amañ: Patrom:Infobox bag-dre-lien. Tro pep tra e brezhoneg, ha war-lerc'h e c'helli e lakaat er pajennoù. Paket eo bet ar bajenn-se ganin amañ: fr:Modèle:Infobox voilier, setu kemer harp war skouer ar pezh zo bet graet e galleg. Kalon vat dit! Sikour a rin ma sav kudennoù.Benoni 19 Mae 2007 da 18:01 (UTC)
Trugarez evit ar reizhadennoù. 'M eus aon ne oan ket gwall dihunet hag ouzhpenn e oa mall warnon! Traouigoù avat am eus dalc'het pe lakaet a-nevez abalamour ma hañvalont reishoc'h din evel ma'm boa o skrivet. A galon--Kadwalan 6 Mez 2007 da 17:54 (UTC)
Trugarez vras dit evit da boltred eus Kanji Ishiwara, abaoe 3 sizhun e glaskan unan e barzh levrioù kozh, ar rouedad, paperioù kozh...ha netra. Ne ouezhan ket e pelec'h out bet d'he c'havout met sapre dielloù az peus se'zo sur. Gourc'hemennoù pe me oar me ne ouezan ket petra lar dit ken estonnet on eus ar poltred-mañ. Trugarez c'hoazh. --Gwendal.P 12 Mez 2007 da 11:23 (UTC)
An diskoulm a zo bihanaat ar skeudennoù (dre bihanaat ar sifr a-raok px). Pe neuze lammat linennoù wenn etre ar rannbennadoù. Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 17:12 (UTC)
A-du on labourat war da roll: klokaat a rin gant tudennoù (tud dianavezet met pouezhus a kavan memestra a lakin e-barzh) met evidon ar pouezhusañ eo dont a-benn da gaout er rolloù-se liammoù war-zu pennadoù klok. Framm al lec'hienn a zo pouezhus met ma n'eus netra evit e vouetañ...Met c'hoant ameus sevel rolloù resisoc'h evit broioù evel Bro-Japan pe Bro-Alamagn (da skouer roll an SS, roll an dreist-speredoù ha damkannerien uhel eus an eil brezel bed, hag all, hag all...). E-pad ar vakansoù e klaskin labourat startoc'h c'hoazh met n'am eus ket c'hoant labourat nemet war an eil brezel bed. Ober a rin traoù diwar-benn ar brederouriezh, istor Bro-Iwerzhon, al lennegezh, an arzoù, ar sinema, an istor dre vras forzh peseurt mare e vefe, hag all, hag all. A-benn ur wech all war bed wikipedia. --Gwendal.P 13 Mez 2007 da 07:35 (UTC)
D'am soñj e vefe un dra ret kaout ur bajenn gwelloc'h evit Adolf Hitler, gouzout a rez piv a labour warni ? E mod-all e klaskin sevel pennadoù war an dreist speredoù eus an eil brezel bed:jeneraled amerikan, strategourien ha damkannerien (Von Rundstedt, Goebels, Joukov, Von Paulus, Shumei, Tojo, hag al, hag all. Met mat e vefe urzhiañ ha dasparzhañ al labour a zo d'ober etrezomp evit bezañ efedusoc'h, klask sevel strolladoù labour. --Gwendal.P 13 Mez 2007 da 08:10 (UTC)
Anaout a ran ur bern: da skouer ar pennad Yamamoto n'am eus ket graet evit gwir met labouret am eus war pennadoù gant ur c'hamalad din hag a zaio a-benn nebeut da glokaat hini war Roosevelt ha labourat a rin gantañ evit pennadoù all eus an eil brezel bed (Egor e añv war al lec'hienn), anaout a rez marteze Malo hag a zo o skrivañ pennadoù diwar-benn ar strolladoù rock met enouestlet am eus anezhañ evit labourat war an SS. Unan all a labouro war istor an Henamzer hag a labouro sur awalc'h ganin war pennadoù war ar sinema. Ar bloaz a zeu e vo tu aozañ da vat gwir strolladoù labour gant tud en o penn evit o aozañ hag o urzhiañ (kelennerien a zo prest da sikour ac'hanomp ivez). Met dija e vo tu deomp labourat start e-pad ar vakansoù. Met Soig a lare din poa c'hoant aozañ ur sort emvod "wikipedia" e pad ar vakansoù. Ma z'eo gwir e anavezan ur bern tud a vefen prest ha gouest da vont. --Gwendal.P 13 Mez 2007 da 10:01 (UTC)
Trugarez vras evit ar poltredoù met ha sur out n'eus ket gwirioù miret gant YF pe un all war o implij???--Kadwalan 13 Mez 2007 da 14:12 (UTC)
Kavet 'm eus anezhi war meur a lec'hienn (tu zo pellgargañ ar skeudenn war:, ha kemet em eus un tammig ar stumm, a hend all ne c'hellan ket bezañ sur da 100%... --Ronan 13 Mez 2007 da 14:14 (UTC)
Lar din dija peur e vo tu dit en em zieubiñ (un dibenn sizhun bennak pe me oar me...) ha kelaouiñ a rin ar re all met bevañ a reont pell awalc'h (unan a zo o chom e kostez Naoned!) ha n'eo ket rediet en em gavout gant toud an dud ma z'eomp ur skipailhig e vo trawalc'h. Ar bloaz a zeu el lise e vo aozet ur seurt "bodad" wikipedia gant tud oc'h aozañ an traoù en un dore sirius. Neuze en emvod e c'hellimp ivez rak-prientiñ un dra bennak evit termeniñ mont en dro an dra. Evidout ped den eo ret deomp kaout d'an nebeutañ en emvod-se ? Mod-all e-keñver al lec'h e klaskin ul lec'h bennak met n'on ket sur da gavout un dra. --Gwendal.P 13 Mez 2007 da 18:58 (UTC)
Met ur gudenn'vo, rak ul lodenn vat eus ar re a du da labourat war wikipedia n'o deus ket internet er ger met e labouront war al lec'hienn el lise. Ha pa labouront er ger eo gant pajennoù moulet pe luc'heilet da dreiñ e brezhoneg. Neuze ma reomp an emvod war internet, ul lodennig a vo rediet da lar d'unan bennak komz en e/o anv. An tabud hag ar mennozioù vint ket ken pinvidik eget ma vefe graet e lec'h ma vo tu d'en em welet da gemer an amzer, hag all, hag all. Evidon ar gwellañ tra d'ober zo da gavout ul lec'h resis, hag aze ma vank tud e vo aesoc'h da gomz en o añv eget war internet. Mod all, daoust hag peus dija komzet gant Lomig, ar c'helenner war ar skiantoù ? Rak eñ a zo mennet evit ober un dra bennak el lise war wikipedia. A-benn ur wech-all war wikipedia --Gwendal.P 14 Mez 2007 da 09:39 (UTC)
Gell a ran lar dit dija e c'hellan tapout sallioù'zo evit emvodoù en un doare aes kennañ. Met ar gudenn nemetañ: n'ee eus ket internet el lec'hioù-mañ. Gell a ran tapout ul lec'h gant internet met bihan kennañ eo ha diaes e vo ober un emvod ennañ. Marteze gant un urzhiater e-zoug e vefe posubl en ur sal brasoc'h... Mod all e-keñver an niver a-dud, ganin e barzh ar gont omp 5, ganit ha gant Soig e raio 7 (marteze e vefe dedennus pediñ Lomig ?). Met en hon douez 2 zo o vevañ e Naoned, 1 e Su Kemper hag unan all e Pempoul. Ar salioù a c'hellan tapout, emaint tro dro da Lesneven ma n'eo ket e-barzh. A-benn ur wech-all war wikipedia --Gwendal.P 14 Mez 2007 da 18:11 (UTC)
E-keñver an dud, evel ar pezh az peus gwelet, e vevont e kornioù-bro disheñvel kennañ, goulenn a rin dezho ma c'helint met forzh peanos tu'zo klask ul lec'h tostoc'h ma Lesneven a zo re bell. Ha rediet omp da gaout ul liamm gant internet er sal ? Pe mod all ma vez ket kavet, ha ma Lomig c'helfe dont e vefe tu (marteze n'eo ket reizh da 100%) goulenn ur sal el lise rak en devezhioù o tont e vo atav tud o labourat el levraoueg pe er sekretourva. A-benn ur wech all. --Gwendal.P 14 Mez 2007 da 21:00 (UTC)
Trugarez da vezañ votet evidon. A galon --Kadwalan 15 Mez 2007 da 09:42 (UTC) Diwan: d'am soñj out faziet etre Dinan ha Dinarzh. Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 21:18 (UTC)
Hi! I'm Cecil, an admin at Wikimedia Commons. Some people of the German Wikipedia would like to use some of your sailing pictures and asked me to transfer them to Commons where all Wikimedia projects can use them. But now looking at them I had to notice that none of your pictures contain a licence, source and author, which not only forbids the usage at Commons but on all wikimedia projects (which would include this one). Could you please fill out those missing information? -- Cecil 7 Du 2007 da 06:21 (UTC)
Salud. Talvoudus ar pennadoù. Respontet em eus ac'hanout war bajenn ar gaozeadenn. Evit ar ger "poltrejer" avat e kav din n'eo ket gwall vat en titloù. Gwelloc'h tremen heptañ pe ober gant "luc'hskeudennerez" pe neuze skrivañ "poltreder" (e-giz-se e skriver diantav). A galon--Kadwalan 16 Gen 2008 da 17:45 (UTC)
Trugarez da zont da reiñ an dorn din mar karez war pajenn kaozeadenn thebai. Soñjal a ra din out kizidik eveldon ouzh implij reizh ar c'heriaoueg hag an anvioù diazezet mat e brezhoneg dija. Amañ e vije difennet ober gant Tebez. Tebez eo ar stumm implijet e brezhoneg e Diwan hag a gaver e geriadur R . Hemon.
Hervez Neal e vefe arabat ober gant stummoù digemeret er geriadurioù abalamour ma vije bet votet doujañ ouzh ar stummoù orin eus an anvioù e gresianeg pa saver pennadoù. Ankouaat a ra e oa votet ar reolennoù-se evit an anvioù na oant ket anavezet e brezhoneg. --Kadwalan 28 Gen 2008 da 14:12 (UTC)
Marteze e c'halli teurel ur sell ouzh ar pennad e galleg? A galon. Bianchi-Bihan 26 Meu 2008 da 22:35 (UTC); N'eus ket mall. Pa gari. Bianchi-Bihan 26 Meu 2008 da 22:45 (UTC)
Aet on bremaik da gas komzoù aviel Wikipedia betek Lise Karaez, evit broudañ al liseidi da gemer perzh er raktres, ha dreist holl evit lañsañ an traoù. Setu, tud a zo dedennet a-walc'h gant ar mennozh, ha d'am soñj (evel ma peus gwelet dabord) e vezo kalzig a gontoù ha dreist holl a bennadoù nevez. Me an hini eo en deus aliet da goulenn an aotre a-raok kemm ar pennad, rak kemmoù bras a zo d'ober (an hini en deus savet ar pennad a zo ul lisead...). Ken ar c'hentañ --Ronan 26 Meu 2008 da 21:08 (UTC)
Salud. Ya, kas din da levrig PDF, teurel a rin ur sell. --Ex-Smith 7 Mae 2008 da 19:41 (UTC)
setu : exsmith@gmail.com
--Ex-Smith 9 Mae 2008 da 09:24 (UTC)
Heh! dres e oan o vont da ouzhpennañ--Ex-Smith 11 Mae 2008 da 16:20 (UTC) ar yezhoù all, primoc'h evidon out bet!
Ya ya, no problem. Disoñjet em boa, setu tout. Pesurert pennadoù emaout o prientiñ? Kentañ tro.
Deiz mat,
Sellout.
Kenavo. TCY 10 Mez 2008 da 00:26 (UTC)
Hi, I'm Norrin_strange at galician Wikipedia. I have uploaded this photograph (Skeudenn:Startijenn 30 vloaz diwan.jpg) to our wiki. don't understand breton so I supossed that it was in the public domain. Is that true? Thanks. --Norrin strange 27 Kzu 2008 da 21:08 (UTC)
Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:07 (UTC)
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.