![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e3/Bubo_scandiacus_%2528Linnaeus%252C_1758%2529_Male.jpg/640px-Bubo_scandiacus_%2528Linnaeus%252C_1758%2529_Male.jpg&w=640&q=50)
Kaouenn-erc'h
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Gaouenn-erc'h[1] a zo un evn-preizh, Bubo scandiacus (gwechall : Nyctea scandiaca ; Linnaeus (1758) : Strix scandiaca[2]) an anv skiantel anezhañ.
Anv latin an toud meur eo anv ar genad Bubo ; latin nevez eo scandiacus evit Skandinavia. Betek nevez zo e veze lakaet Bubo scandiacus da spesad nemetañ ur genad all anvet Nyctea, ha Nyctea scandiaca e oa anv a veze roet d'al labous ; dre zielfenniñ an TDN avat eo bet kavet eo ar gaouenn-erc'h ur c'har tost d'ar genad Bubo – met lod skiantourien eo gwell dezho ober Nyctea scandiaca anezhi c'hoazh.
Muioc'h a ditouroù Rummatadur filogenetek, Anv skiantel ...
| |||
---|---|---|---|
![]() Ur gaouenn-erc'h
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Strigiformes | ||
Kerentiad : | Strigidae | ||
Genad : | Bubo | ||
Anv skiantel | |||
Bubo scandiacus (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Serriñ
Ne oa kudenn ebet gant stad al labous e 2015 hervez an IUCN rak stabil e oa ar boblañs[3], hogen da chalus eo bet lakaet e 2017 pa'z eus bet muzuliet un digresk[4].