From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar c'hambrian krenn, anvet ivez Albertan, Acadian pe St. David a zo an eil maread douarouriel eus ar c'hambrian. En em astenn a ra eus 513 ± 2 milion a vloavezhioù 'zo betek 501 ± 2 milion a vloavezhioù 'zo. Disrannet e daou ismaread nann-anvet.
E-pad ar c'hambrian krenn e veve organeoù iskis skiltroù Burgess.
Seblantout a ra en-deus kemmet kenaozadur kimiek ar meurvorioù e-pad ar c'hambrian krenn. Tra ma oant kenaozet eus aragonit e deroù ar maread ez eas da razek goueledoù ar c'hambrian krenn dreist-holl. An dra-se a zamveneg e oa pinvidik e magneziom ar morioù. War a seblant e tigreskas live ar meurvorioù goude 501 milion bloavezhioù'zo ha feur a vagneziom a yeas war gresk. Da get e lakaas ar c'hemm-se an arc'heoyathided hag e pad meur a vilion a vloavezhioù ne oa organeg ebet barrek da sevel kerreg war an Douar.
Kenderc'hel a ra ar vuhez da liesaat, avat, gant donedigezh an anomalocarided, ar breizherien vras gentañ, hag a c'helle muzuliañ 3 m. Hervez klaskourien 'zo e voe ganet al lagadoù e-pad ar maread-se.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.