Jörg Bong
From Wikipedia, the free encyclopedia
Jörg Bong, bet ganet e 1966 e Bonn (Bad Godesberg) a zo un embanner, un troer, ur skridvarnour hag ur skrivagner alaman. Abaoe 2008 eo rener an ti-embann S. Fischer Verlag. Kenpennskridaozer ar gelaouenn lennegel Neue Rundschau eo ivez.
Dindan an anv-pluenn Jean-Luc Bannalec e skriv romantoù polis bet embannet abaoe 2012. Kontañ a reont enklaskoù ar c'homiser Georges Dupin e Breizh. Berzh bras a reont en Alamagn hag e broioù all. Savet eo bet un heuliad diwar ar romantoù, bet skignet gant ar chadenn bublik alaman ARD.
Anvet eo bet Jean-Luc Bannalec da vMesen Breizh e 2016.
Tremen a ra tri miz e Bro Gerne bep bloaz.