José de San Martín

From Wikipedia, the free encyclopedia

José de San Martín

José de San Martín (Yapeyú, Corrientes, Arc'hantina, d’ar 25 a viz C'hwevrer 1778 - Boulogne-sur-Mer, Bro-C'hall d’ar 17 a viz Eost 1850) a voe, gant Simón Bolívar e Venezuela, unan eus tud veur ar brezelioù dieubidigezh e trevadennoù spagnol Suamerika. Graet e vez anezhañ ivez al Libertador José de San Martín pe el Libertador, an dieuber e spagnoleg. Sellout a reer outañ evel dieuber Arc'hantina, Chile ha Perou : en hini gentañ eus ar broioù-se e voe graet anezhañ Tad ar Vro, en eil kabiten jeneral an armeoù ha Saver ar republik, hag en trede an Dieuber (al Libertador).

Thumb
Ar jeneral José de San Martín

Mab e oa d’un ofiser spagnol ha ganet e voe Yapeyú a oa da neuze e besrouantelezh Río de la Plata ha bremañ e proviñs Corrientes e hanternoz Arc’hantina. Mont a reas d’ober e studi da Spagn adalek 1783. José San Martín a stagas gant micher an armoù e Spagn, ha kemer a reas perzh en emgannoù a-enep ar C’hallaoued adalek 1793 ; e 1808 e kemeras ur perzh bras en emgann Bailén (un trec’h a bouez evit Spagnoled en o brezel a-enep Napoleon).

Dilezel a reas micher an armoù goude-se ha mont a reas da Vro-Saoz. Eno e tarempredas frañmasoned saoz ha re eus Suamerika a oa oc’h irienniñ da glask dieubiñ broioù Suamerika diouzh yev Spagn (iriennoù boulc’het gant ar Venezuelad Francisco de Miranda, ur frañmason anezhañ ivez). Distreiñ a reas José de San Martín da v-Buenos Aires e 1812 hag eno e voe kinniget dezhañ un titl « letanant-koronal » en armeoù Proviñsoù Unanet Suamerika, ur stad nevez-savet e besrouantelezh Rio de la Plata he doa embannet e oa dizalc’h diouzh Spagn d’ar 25 a viz Mae 1810. Gant ar skiant en doa prenet o vrezeliañ e Spagn, e c’hallas José de San Martín aozañ gwelloc’h arme ar stad nevez. Ha trec’h e voe en emgann San Lorenzo (3 a viz C'hwevrer 1813) a-enep soudarded a-du gant roue Spagn. Goude an emgann-se e voe anvet da jeneral. Dre ma oa bet trec’het armeoù Proviñsoù Unanet Suamerika gant nerzhioù Spagn en emgannoù Vilcapugio hag Ayohuma, e voe kaset San Martín da hanternoz ar vro. E 1814 e teuas roue Spagn en-dro war e dron ha kavout a rae d’an holl e vije adsavet e c’halloud en trevadennoù ha trec’het emsavioù Suamerika. Lakaat a reas José de San Martín en e soñj kas an emgannoù pelloc’h war-zu an hanternoz, betek Perou, en ur dremen a-dreuz an Andoù ha mont da sikour dizalc’herien Chile. Gant ar jeneraled chileat Bernardo O'Higgins ha Juan Gregorio Las Heras e teuas a-benn da skarzhañ da vat soudarded Spagn eus ar vro-se (emgann Maipú e Perou).

Thumb
José de San Martín ha Bernardo O'Higgins war dachenn emgann Maipú
Thumb
Ar jeneral San Martín e Bro-C’hall e 1848

Arme San Martín a dizhas an arme bleinet gant Simón Bolívar e kêr Guyaquil (en Ecuador hiziv) e 1822, ha San Martín a zilezas ar brezel goude-se ha lezel Bolívar da rener nemetañ betek dibenn ar brezel.

Distreiñ a reas da v-Buenos Aires ha goude marv e wreg e 1824 ez eas da Europa : da Vro-Saoz da gentañ ha da Vrusel da c’houde. E 1830, e-pad Dispac'h Belgia, ez eas da Vro-C’hall. Eno e varvas e Boulogne-sur-Mer. E galon a voe miret e-pad meur a vloaz en iliz-veur ar gêr-se a-raok bezañ adkaset da iliz-veur Buenos Aires.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.